Niki Lauda

Niki Lauda

Lauda e Priz Bras an Izelvorioù e 1982
Bro  Aostria
Deiziadoù 22 a viz C'hwevrer 1949
20 a viz Mae 2019
Kevezadeg bed ar Formulenn 1
Bloavezhioù
o redek
1971-1979, 1982-1985
Skipailhoù March (1971-1972)
BRM (1973)
Ferrari (1974-1977)
Brabham (1978-1979)
McLaren
Prizioù Bras 177 (171 disparti)
Trec'hioù 25
Plasoù pol 24
Podiomoù 54
Titloù 1975, 1977, 1984

Andreas Nikolas Lauda pe Niki Lauda (bet ganet e 22 C'hwevrer 194920 Mae 2019) a zo ur blenier Formulenn 1 aostrian a rede etre 1971 ha 1979, hag adarre etre 1982 ha 1985. Aet ar maout gantañ teir gwech, e 1975, 1977 hag e 1984. Anavezet eo evit ur gwallzarvoud grevus-tre en deus c'hoarvezet dezhañ e Nürburgring en Alamagn e lec'h e oa bet devet ha difetet. Ur film zo bet sevenet e 2013 gant Ron Howard diwar bloavezh ar gwallzarvoud-se, Rush.

Goude bezañ aet war e leve e krouas daou gompagnunezh kirri-nij, Air Lauda ha Niki, ha bet eo ivez manager Jaguar Racing e-pad daou vloaz. Bremañ e kont war-eeun ar Prizioù Bras evit ar skinwel alaman ha Prezidant nann-oberiant eus Mercedes eo.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy